< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 17 >

1 Երբ Յիսուս խօսեցաւ ասոնք, բարձրացուց իր աչքերը դէպի երկինք եւ ըսաւ. «Հա՛յր, ժամը հասած է. փառաւորէ՛ քու Որդիդ, որպէսզի քու Որդիդ ալ փառաւորէ քեզ,
Jezuz a gomzas evel-se, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet; ro gloar da'z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,
2 քանի իշխանութիւն տուիր իրեն ամէն մարմինի վրայ, որ տայ յաւիտենական կեանքը բոլոր անոնց՝ որ տուիր իրեն: (aiōnios g166)
hervez ma ec'h eus roet dezhañ galloud war bep kig, evit ma roio ar vuhez peurbadus d'an holl re ac'h eus roet dezhañ. (aiōnios g166)
3 Եւ սա՛ է յաւիտենական կեանքը.- ճանչնալ քեզ՝ միմիայն ճշմարիտ Աստուածը, ու Յիսուս Քրիստոսը՝ որ դուն ղրկեցիր: (aiōnios g166)
Hag ar vuhez peurbadus eo, ma'c'h anavezint ac'hanout, te, ar gwir Doue hepken, ha Jezuz-Krist, an hini ac'h eus kaset. (aiōnios g166)
4 Ես փառաւորեցի քեզ երկրի վրայ. աւարտեցի այն գործը՝ որ տուիր ինծի ընելու:
Roet em eus gloar dit war an douar; echuet em eus al labour az poa roet din d'ober.
5 Եւ հիմա, Հա՜յր, փառաւորէ՛ զիս քու քովդ այն փառքով՝ որ ունէի քովդ աշխարհի ըլլալէն առաջ:
Ha bremañ, ro gloar din, Tad, ez kichen da-unan, eus ar gloar-se am boa tost ouzhit a-raok ma voe graet ar bed.
6 Բացայայտեցի քու անունդ այն մարդոց՝ որ տուիր ինծի աշխարհէն: Քուկդ էին՝ եւ ինծի տուիր զանոնք, ու պահեցին քու խօսքդ:
Disklêriet em eus da anv d'an dud ac'h eus roet din eus ar bed; dit e oant, hag ec'h eus o roet din, hag o deus miret da c'her.
7 Հիմա գիտցան թէ ամէն ինչ որ տուիր ինծի՝ քեզմէ՛ է.
Anavezet o deus bremañ penaos kement ac'h eus roet din a zeu ac'hanout.
8 որովհետեւ այն խօսքերը որ տուիր ինծի՝ ես տուի անոնց, անոնք ալ ընդունեցին եւ ճշմա՛րտապէս գիտցան թէ ես քեզմէ՛ ելայ, ու հաւատացին թէ դո՛ւն ղրկեցիր զիս:
Rak roet em eus dezho ar gerioù ac'h eus roet din, hag o deus o degemeret, hag o deus anavezet e gwirionez on deuet ac'hanout, hag o deus kredet ec'h eus va c'haset.
9 Ես կը թախանձեմ անո՛նց համար. ո՛չ թէ կը թախանձեմ աշխարհին համար, այլ անոնց համար՝ որ դուն տուիր ինծի, որովհետեւ անոնք քուկդ են:
Pediñ a ran evito, ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac'h eus roet din, abalamour ma'z int dit.
10 Եւ ամէն ինչ որ իմս է՝ քո՛ւկդ է, եւ ինչ որ քուկդ է՝ ի՛մս է, ու ես փառաւորուած եմ անոնցմով:
Ha kement a zo din, a zo dit; hag ar pezh a zo dit, a zo din; hag enno e vez roet gloar din.
11 Ա՛լ ես աշխարհի մէջ չեմ. բայց անոնք աշխարհի մէջ են, ու ես կու գամ քեզի: Սո՜ւրբ Հայր, պահէ՛ քու անունովդ անոնք՝ որ դուն տուիր ինծի, որպէսզի մէ՛կ ըլլան՝ ինչպէս մենք մէկ ենք:
Me n'on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, ha me a ya da'z kavout. Tad santel, mir ez anv ar re ac'h eus roet din, evit ma vint unan, eveldomp-ni.
12 Մինչ անոնց հետ էի աշխարհի մէջ, զանոնք կը պահէի քու անունովդ: Անոնք որ դուն տուիր ինծի՝ ես պահեցի, եւ անոնցմէ ո՛չ մէկը կորսուեցաւ, բայց միայն՝ այն կորուստի որդին, որպէսզի գրուածը իրագործուի:
E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho ez anv. Miret em eus ar re ac'h eus roet din, hag hini ebet anezho n'eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet.
13 Ա՛լ հիմա կու գամ քեզի, եւ այս բաները կը խօսիմ աշխարհի մէջ, որպէսզի իմ ուրախութիւնս լման ըլլայ իրենց մէջ:
Ha bremañ, me a ya da'z kavout, hag e lavaran an traoù-mañ er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno.
14 Քու խօսքդ տուի անոնց, եւ աշխարհը ատեց զանոնք՝ որովհետեւ աշխարհէն չեն, ինչպէս ես աշխարհէն չեմ:
Roet em eus dezho da c'her, hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.
15 Չեմ թախանձեր որ վերցնես զանոնք աշխարհէն, հապա՝ որ պահես զանոնք չարէն:
Ne bedan ket ac'hanout d'o lemel eus ar bed, met d'o diwall diouzh an droug.
16 Անոնք աշխարհէն չեն, ինչպէս ես աշխարհէն չեմ:
N'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.
17 Սրբացո՛ւր զանոնք քու ճշմարտութեամբդ. քու խօ՛սքդ ճշմարտութիւն է:
Santela anezho dre da wirionez; da c'her eo ar wirionez.
18 Ինչպէս դուն աշխարհ ղրկեցիր զիս, ես ալ աշխարհ ղրկեցի զանոնք:
Evel ma ec'h eus va c'haset er bed, em eus ivez o c'haset er bed.
19 Անոնց համար ես զիս կը սրբացնեմ, որպէսզի իրենք ալ սրբացած ըլլան ճշմարտութեամբ:
Ha me en em santela va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet dre ar wirionez.
20 Բայց կը թախանձեմ ո՛չ միայն ասոնց համար, այլ նաեւ անոնց համար՝ որ պիտի հաւատան ինծի իրենց խօսքով:
Ne bedan ket hepken evito, met ivez evit a re a gredo ennon dre o ger,
21 Որպէսզի բոլորն ալ մէ՛կ ըլլան, ինչպէս դուն՝ Հա՜յր՝ իմ մէջս, ու ես՝ քու մէջդ. որ անո՛նք ալ մէկ ըլլան մեր մէջ, որպէսզի աշխարհը հաւատայ թէ դո՛ւն ղրկեցիր զիս:
evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon o Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed eo te ac'h eus va c'haset.
22 Այն փառքը՝ որ դուն տուիր ինծի, ես տուի անոնց, որպէսզի մէկ ըլլան՝ ինչպէս մենք մէկ ենք.
Roet em eus dezho ar gloar ac'h eus roet din, evit ma vint unan, evel ma'z omp ni unan,
23 (ես՝ անոնց մէջ, ու դուն՝ իմ մէջս.) որպէսզի իրենք կատարելապէս մէկ ըլլան, եւ աշխարհը գիտնայ թէ դո՛ւն ղրկեցիր զիս, ու սիրեցիր զանոնք՝ ինչպէս սիրեցիր զիս:
me enno, ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma'c'h anavezo ar bed ec'h eus va c'haset, hag e karez anezho evel ma ec'h eus va c'haret.
24 Հա՜յր, անոնք որ տուիր ինծի, կ՚ուզեմ որ իրենք ալ ըլլան ինծի հետ՝ ո՛ւր որ ես եմ, որպէսզի տեսնեն իմ փառքս՝ որ տուիր ինծի. որովհետեւ դուն սիրեցիր զիս աշխարհի հիմնադրութենէն առաջ:
Tad, me a fell din e vo ganin ar re ac'h eus roet din, el lec'h e vin, evit ma welint ar gloar ac'h eus roet din, rak va c'haret ec'h eus a-raok krouidigezh ar bed.
25 Արդա՜ր Հայր, աշխարհը չճանչցաւ քեզ. բայց ես ճանչցայ քեզ, եւ ասոնք գիտցան թէ դո՛ւն ղրկեցիր զիս:
Tad gwirion, ar bed n'en deus ket anavezet ac'hanout; met me am eus anavezet ac'hanout, hag ar re-mañ o deus anavezet eo te ac'h eus va c'haset.
26 Քու անունդ ճանչցուցի անոնց, ու պիտի ճանչցնեմ. որպէսզի այն սէրը՝ որով դուն սիրեցիր զիս՝ ըլլայ անոնց մէջ, ու ե՛ս ալ անոնց մէջ»:
Hag em eus roet da anavezout dezho da anv, hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac'h eus bet evidon, ha ma vin ivez enno.

< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 17 >