< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 13 >

1 Զատիկի տօնէն առաջ՝ Յիսուս, գիտնալով թէ իր ժամը հասած է՝ որ մեկնի այս աշխարհէն Հօրը քով, սիրած ըլլալով իրենները՝ որոնք աշխարհի մէջ էին, սիրեց զանոնք մինչեւ վախճանը:
A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc'h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d'an Tad, evel m'en devoa karet e re a oa er bed, o c'haras betek ar fin.
2 Երբ ընթրիքը կ՚ըլլար, (Չարախօսը արդէն Իսկարիովտացի Սիմոնեան Յուդան դրդած էր՝ որ մատնէ զայն, )
Ha da goulz koan (an diaoul o vezañ lakaet e kalon Judaz Iskariod, mab Simon, e werzhañ),
3 Յիսուս՝ գիտնալով թէ Հայրը ամէն բան տուաւ իր ձեռքը, եւ թէ ինք եկաւ Աստուծմէ ու կ՚երթայ Աստուծոյ քով,
Jezuz, oc'h anavezout en devoa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue, hag e tistroe da Zoue,
4 ոտքի ելաւ ընթրիքէն, մէկդի դրաւ հանդերձները, եւ առնելով ղենջակ մը՝ կապեց մէջքին:
a savas diouzh koan, a lamas e vantell, hag o vezañ kemeret ul lienenn, en em c'hourizas ganti.
5 Յետոյ ջուր լեցուց կոնքին մէջ, եւ սկսաւ լուալ աշակերտներուն ոտքերը ու սրբել մէջքին կապած ղենջակով:
Goude-se e lakaas dour en ur billig, hag en em lakaas da walc'hiñ treid e ziskibien, ha d'o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ.
6 Ուստի եկաւ Սիմոն Պետրոսի. ան ալ ըսաւ իրեն. «Տէ՛ր, դո՞ւն պիտի լուաս իմ ոտքերս»:
Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ: Te, Aotrou, te a walc'hfe din va zreid!
7 Յիսուս պատասխանեց անոր. «Ինչ որ ես կ՚ընեմ՝ դուն հիմա չես ըմբռներ, բայց յետոյ պիտի ըմբռնես»:
Jezuz a respontas hag a lavaras dezhañ: Te n'ouzout ket bremañ ar pezh a ran; met e c'houzout a ri diwezhatoc'h.
8 Պետրոս ըսաւ անոր. «Դուն բնա՛ւ պիտի չլուաս իմ ոտքերս»: Յիսուս պատասխանեց անոր. «Եթէ չլուամ քեզ, դուն բաժին չունիս ինծի հետ»: (aiōn g165)
Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc'hi din va zreid. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc'han ket ac'hanout, ne'z po ket a lod ganin. (aiōn g165)
9 Սիմոն Պետրոս ըսաւ անոր. «Տէ՛ր, ո՛չ միայն ոտքերս, այլ նաեւ՝ ձեռքերս ու գլուխս»:
Neuze Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn.
10 Յիսուս ըսաւ անոր. «Ա՛ն որ լոգցած է՝ միայն ոտքերը լուալու պէտք ունի, որ ամբողջովին մաքուր ըլլայ. եւ դուք մաքուր էք, բայց ոչ բոլորդ»:
Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc'het en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da- benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl.
11 Արդարեւ գիտէր թէ ո՛վ պիտի մատնէր զինք: Ուստի ըսաւ. «Բոլորդ մաքուր չէք»:
Rak gouzout a rae piv oa an hini a werzhje anezhañ; abalamour da-se e lavaras: C'hwi n'oc'h ket glan holl.
12 Երբ լուաց անոնց ոտքերը, եւ առնելով իր հանդերձները՝ դարձեալ սեղան նստաւ, ըսաւ անոնց. «Գիտէ՞ք ի՛նչ ըրի ձեզի:
Goude eta m'en devoa gwalc'het dezho o zreid, ha m'en devoa adkemeret e vantell, o vezañ en em lakaet ouzh taol, e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc'h?
13 Դուք Վարդապետ ու Տէր կը կոչէք զիս, եւ ճիշդ կ՚ըսէք, որովհետեւ այնպէս եմ:
Va c'hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit, rak bez' ez on.
14 Ուստի եթէ ես՝ Տէրս ու Վարդապետս՝ լուացի ձեր ոտքերը, դո՛ւք ալ պարտաւոր էք լուալ իրարու ոտքերը:
Mar em eus eta gwalc'het deoc'h ho treid, me an Aotrou hag ar Mestr, c'hwi a dle ivez gwalc'hiñ ho treid an eil d'egile.
15 Որովհետեւ օրինակ մը տուի ձեզի, որպէսզի ինչպէս ես ըրի ձեզի՝ դուք ալ ընէք:
Rak roet em eus deoc'h ur skouer, abalamour ma reot evel ma em eus graet deoc'h.
16 Ճշմա՛րտապէս, ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ ձեզի. “Ծառան իր տիրոջմէն մեծ չէ, ո՛չ ալ ղրկուածը՝ զինք ղրկողէն մեծ է”:
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr, nag an hini kaset brasoc'h eget an hini en deus e gaset.
17 Եթէ գիտէք այս բաները, երանելի՜ էք՝ եթէ ընէք զանոնք:
Mar gouzoc'h an traoù-se, ez oc'h eürus, mar sentit outo.
18 Ես կը խօսիմ՝ ո՛չ թէ ձեր բոլորին համար, որովհետեւ ես կը ճանչնամ իմ ընտրածներս. հապա՝ որպէսզի իրագործուի այն գրուածը. “Ան որ հաց կ՚ուտէր ինծի հետ՝ կրունկ վերցուց ինծի դէմ”:
Ne gomzan ket ac'hanoc'h holl; gouzout a ran ar re am eus choazet. Met ret eo d'ar Skritur bezañ peurc'hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.
19 Այժմէ՛ն կ՚ըսեմ ձեզի՝ ըլլալէ՛ն առաջ, որպէսզի երբ ըլլայ՝ հաւատաք թէ ես ան եմ:
Me en lavar deoc'h adalek bremañ, a-raok ma'c'h erruo an dra, abalamour, pa vo erruet, e kredot ar pezh emaon.
20 Ճշմա՛րտապէս, ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ ձեզի. “Ո՛վ որ ընդունի ա՛ն՝ որ ես կը ղրկեմ, կ՚ընդունի զի՛ս, եւ ո՛վ որ կ՚ընդունի զիս՝ կ՚ընդունի զիս ղրկո՛ղը”»:
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: an hini a zegemer an hini am bo kaset, a zegemer ac'hanon; hag an hini a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset.
21 Երբ Յիսուս ըսաւ ասիկա՝ վրդովեցաւ իր հոգիին մէջ, եւ վկայեց՝ ըսելով. «Ճշմա՛րտապէս, ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ ձեզի թէ ձեզմէ մէկը պիտի մատնէ զիս»:
P'en devoe Jezuz lavaret kement-se, e voe poaniet en e spered, hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, unan ac'hanoc'h am gwerzho.
22 Ուստի աշակերտները իրարու կը նայէին, վարանած՝ թէ որո՛ւ մասին կը խօսէր:
Hag an diskibien a selle an eil ouzh egile, o vezañ ne ouient ket a biv eo e komze.
23 Աշակերտներէն մէկը կար՝ Յիսուսի քով նստած, որ Յիսուս կը սիրէր:
Met, unan anezho, an hini a oa karet gant Jezuz, a oa kousket ouzh taol war-zu askre Jezuz.
24 Ուրեմն Սիմոն Պետրոս նշան կ՚ընէր անոր, հարցափորձելու թէ ո՛վ պիտի ըլլայ ան՝ որուն մասին կը խօսէր:
Simon-Pêr a reas sin dezhañ da c'houlenn eus piv e komze.
25 Ան ալ՝ իյնալով Յիսուսի կուրծքին վրայ՝ ըսաւ անոր. «Տէ՛ր, ո՞վ է անիկա»:
Eñ, o vezañ pleget a-us kerc'henn Jezuz, a lavaras dezhañ: Aotrou! Piv eo?
26 Յիսուս պատասխանեց. «Ա՛ն է՝ որուն թաթխելով կու տամ այս պատառը»: Եւ թաթխելով պատառը՝ տուաւ Իսկարիովտացի Սիմոնեան Յուդայի:
Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ un tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod, mab Simon.
27 Պատառէն ետք՝ Սատանան մտաւ անոր ներսը. ուստի Յիսուս ըսաւ անոր. «Ինչ որ պիտի ընես՝ շուտո՛վ ըրէ»:
Ha goude m'en devoe Judaz kemeret an tamm, Satan a yeas ennañ. Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh ac'h eus d'ober.
28 Բայց սեղան նստողներէն ո՛չ մէկը հասկցաւ թէ ինչո՛ւ ըսաւ անոր ասիկա.
Met hini ebet eus ar re a oa ouzh taol ne gomprenas perak en devoa lavaret kement-se dezhañ.
29 որովհետեւ ոմանք կը կարծէին թէ քանի որ Յուդա՛ ունէր գանձանակը՝ Յիսուս կ՚ըսէր անոր. «Գնէ՛ ինչ որ պէտք է մեզի այս տօնին». կամ՝ որպէսզի բան մը տայ աղքատներուն:
Rak hiniennoù a soñje penaos, evel ma oa ar yalc'h gant Judaz, en devoa Jezuz lavaret dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel; pe, ro un dra bennak d'ar beorien.
30 Ան ալ՝ ստանալով պատառը՝ իսկոյն դուրս ելաւ. սակայն գիշեր էր:
O vezañ eta kemeret an tamm, Judaz a yeas kuit raktal. Noz e oa.
31 Երբ ան դուրս ելաւ՝ Յիսուս ըսաւ. «Հի՛մա մարդու Որդին փառաւորուեցաւ, եւ Աստուած փառաւորուեցաւ անով:
Pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Bremañ, roet eo bet gloar da Vab an den, ha roet eo bet gloar da Zoue ennañ.
32 Եթէ Աստուած փառաւորուեցաւ անով, Աստուած ալ իրմով պիտի փառաւորէ զայն, ու շուտո՛վ պիտի փառաւորէ զայն:
Mar deo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan, hag e roio gloar dezhañ prest.
33 Որդեակնե՛ր, քիչ մը ատեն ալ ձեզի հետ եմ. պիտի փնտռէք զիս, եւ ինչպէս Հրեաներուն ըսի. “Դուք չէք կրնար գալ ուր որ ես կ՚երթամ”, հիմա ձեզի՛ ալ կ՚ըսեմ:
Va bugale vihan, me a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. C'hwi am c'hlasko, hag, evel ma em eus lavaret d'ar Yuzevien, me en lavar deoc'h-hu ivez bremañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellit ket dont.
34 Նոր պատուիրան մը կու տամ ձեզի. “Սիրեցէ՛ք զիրար”. ինչպէս ես սիրեցի ձեզ, դո՛ւք ալ սիրեցէք զիրար:
Reiñ a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile; evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.
35 Ասո՛վ բոլորը պիտի գիտնան թէ իմ աշակերտներս էք, եթէ սէր ունենաք իրարու հանդէպ»:
Eus kement-mañ ec'h anavezo an holl penaos oc'h va diskibien, ma hoc'h eus karantez an eil evit egile.
36 Սիմոն Պետրոս ըսաւ անոր. «Տէ՛ր, ո՞ւր կ՚երթաս»: Յիսուս պատասխանեց անոր. «Ուր որ ես կ՚երթամ՝ դուն հիմա չես կրնար հետեւիլ ինծի. բայց յետոյ պիտի հետեւիս ինծի»:
Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, da belec'h ez ez-te? Jezuz a lavaras dezhañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heuliañ bremañ; met te am heulio diwezhatoc'h.
37 Պետրոս ըսաւ անոր. «Տէ՛ր, ինչո՞ւ հիմա չեմ կրնար հետեւիլ քեզի. ես իմ ա՛նձս ալ պիտի ընծայեմ քեզի համար»:
Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c'hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout-te.
38 Յիսուս պատասխանեց անոր. «Քու ա՞նձդ պիտի ընծայես ինծի համար: Ճշմա՛րտապէս, ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ քեզի. “Աքաղաղը պիտի չկանչէ՝ մինչեւ որ դուն երե՛ք անգամ ուրանաս զիս”»:
Jezuz a respontas dezhañ: Te a rofe da vuhez evidon-me! E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c'hilhog, na'z po va dinac'het teir gwech.

< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 13 >