< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 11 >

1 Մարիամի եւ անոր քրոջ՝ Մարթայի գիւղէն, Բեթանիայէն, Ղազարոս անունով մէկը հիւանդ էր:
Bez' e oa ur c'hlañvour, anvet Lazar, eus Betania, kêriadenn Mari ha Marta he c'hoar.
2 (Ասիկա այն Մարիամն էր՝ որ օծեց Տէրը օծանելիքով ու սրբեց անոր ոտքերը իր մազերով. անոր եղբայրը՝ Ղազարոս հիւանդ էր: )
Mari a oa an hini a eoulias an Aotrou a c'hwez-vat, hag a dorchas e dreid gant he blev; ha Lazar, he breur, a oa klañv.
3 Ուրեմն իր քոյրերը մարդ ղրկեցին անոր եւ ըսին. «Տէ՛ր, ահա՛ ան՝ որ դուն կը սիրես՝ հիւանդ է»:
Ar c'hoarezed eta a gasas da lavarout da Jezuz: Aotrou, an hini a garez a zo klañv.
4 Երբ Յիսուս լսեց՝ ըսաւ. «Այս հիւանդութիւնը մահուան համար չէ՝ հապա Աստուծոյ փառքին համար, որպէսզի Աստուծոյ Որդին փառաւորուի անով»:
Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a lavaras: Ar c'hleñved-se n'eo ket d'ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma vo roet gloar da Vab Doue a gement-se.
5 Արդարեւ Յիսուս կը սիրէր Մարթան եւ անոր քոյրն ու Ղազարոսը:
Jezuz a gare Marta, hag he c'hoar, ha Lazar.
6 Ուրեմն երբ լսեց թէ հիւանդ է, եղած տեղը երկու օր ալ մնաց.
Koulskoude, p'en devoa klevet penaos e oa klañv, e chomas daou zevezh c'hoazh el lec'h ma oa.
7 յետոյ ըսաւ աշակերտներուն. «Եկէ՛ք, դարձեալ Հրէաստան երթանք»:
Neuze e lavaras d'e ziskibien: Distroomp e Judea.
8 Աշակերտները ըսին իրեն. «Ռաբբի՛, Հրեաները հի՛մա կը փնտռէին քեզ՝ քարկոծելու համար, ու դա՞րձեալ հոն կ՚երթաս»:
An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske, n'eus ket pell, da veinata, hag e tistroez a-nevez di!
9 Յիսուս պատասխանեց. «Օրը տասներկու ժամ չէ՞: Եթէ մէկը ցերեկը քալէ՝ չի սայթաքիր, որովհետեւ այս աշխարհի լոյսը կը տեսնէ.
Jezuz a respontas dezho: Ha n'eus ket daouzek eur en deiz? Mar bale unan bennak e-pad an deiz, ne gouezh ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ.
10 բայց եթէ մէկը գիշերուան մէջ քալէ՝ կը սայթաքի, որովհետեւ իրեն հետ լոյս չկայ»:
Met mar bale unan bennak e-pad an noz, e kouezh, abalamour n'eus ket a sklêrijenn ennañ.
11 Այս բաները խօսելէ ետք՝ ըսաւ անոնց. «Ղազարոս՝ մեր բարեկամը՝ քնացած է. բայց կ՚երթա՛մ՝ որպէսզի արթնցնեմ զայն»:
Komz a reas evel-se, ha goude e lavaras dezho: Lazar, hor mignon, a gousk; met me a ya d'e zihuniñ.
12 Իր աշակերտները ըսին. «Տէ՛ր, եթէ քնացած է՝ պիտի առողջանայ»:
E ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, mar kousk, e vo yac'haet.
13 Յիսուս կը խօսէր անոր մահուան մասին, բայց անոնք կը կարծէին թէ քունո՛վ հանգստանալուն մասին կը խօսէր:
Met Jezuz en devoa komzet eus marv Lazar; hag int a grede e komze eus diskuizh ar c'housked.
14 Այն ատեն Յիսուս բացորոշապէս ըսաւ անոնց. «Ղազարոս մեռաւ.
Neuze Jezuz a lavaras dezho freals: Lazar a zo marv.
15 ու ես ուրախ եմ ձեզի համար՝ որ հոն չէի, որպէսզի դուք հաւատաք. բայց եկէ՛ք՝ երթանք անոր»:
Hag ez eus joa ganin abalamour deoc'h, dre ne oan ket eno evit ma kredot; met deomp d'e gavout.
16 Թովմաս, որ Երկուորեակ կը կոչուէր, ըսաւ աշակերտակիցներուն. «Մե՛նք ալ երթանք՝ որպէսզի մեռնինք անոր հետ»:
Tomaz, galvet Didim, a lavaras d'an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gant Jezuz.
17 Երբ Յիսուս եկաւ, գտաւ որ ան արդէն չորս օրէ ի վեր գերեզմանը դրուած էր:
Jezuz, o vezañ erruet, a gavas Lazar er bez abaoe dija pevar devezh.
18 Բեթանիա Երուսաղէմի մօտ էր՝ տասնհինգ ասպարէզի չափ.
Betania a oa war-dro pemzek stadenn eus Jeruzalem,
19 եւ Հրեաներէն շատեր եկած էին Մարթայի ու Մարիամի, որպէսզի սփոփեն զանոնք իրենց եղբօր համար:
ha kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da-gichen Marta ha Mari, evit o frealziñ diwar-benn o breur.
20 Ուստի՝ երբ Մարթա լսեց թէ Յիսուս կու գայ՝ գնաց դիմաւորելու զայն. բայց Մարիամ նստած էր տան մէջ:
Pa ouezas Marta e teue Jezuz, ez eas a-raok dezhañ; met Mari a chomas azezet er gêr.
21 Մարթա ըսաւ Յիսուսի. «Տէ՛ր, եթէ հոս ըլլայիր, եղբայրս չէր մեռներ.
Ha Marta a lavaras da Jezuz: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet.
22 Բայց գիտեմ թէ հիմա ալ՝ դուն ի՛նչ որ խնդրես Աստուծմէ, Աստուած պիտի տայ քեզի»:
Met anavezout a ran penaos bremañ memes, holl gement a c'houlenni digant Doue, Doue en roio dit.
23 Յիսուս ըսաւ անոր. «Եղբայրդ յարութիւն պիտի առնէ»:
Jezuz a lavaras dezhi: Da vreur a adsavo a varv.
24 Մարթա ըսաւ անոր. «Գիտեմ թէ յարութեան ժամանակը՝ վերջին օրը՝ յարութիւն պիտի առնէ»:
Marta a respontas dezhañ: Gouzout a ran ec'h adsavo da vev da adsavidigezh an deiz diwezhañ.
25 Յիսուս ըսաւ անոր. «Ե՛ս եմ յարութիւնն ու կեանքը: Ա՛ն որ կը հաւատայ ինծի, թէեւ մեռնի՝ պիտի ապրի.
Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez; an hini a gred ennon a vevo, memes ha pa vefe marv.
26 Եւ ո՛վ որ կ՚ապրի եւ կը հաւատայ ինծի, յաւիտեա՛ն պիտի չմեռնի: Դուն կը հաւատա՞ս ասոր»: (aiōn g165)
Ha piv bennak a vev hag a gred ennon, ne varvo biken. Ha krediñ a rez kement-se? (aiōn g165)
27 Ըսաւ անոր. «Այո՛, Տէ՛ր, ես կը հաւատամ թէ դո՛ւն ես Քրիստոսը՝ Աստուծոյ Որդին, որ աշխարհ պիտի գար»:
Hi a lavaras dezhañ: Ya, Aotrou, me a gred out ar C'hrist, Mab Doue, an hini a zlee dont er bed.
28 Երբ ըսաւ ասիկա՝ գնաց, ու ծածկաբար կանչեց իր քոյրը՝ Մարիամը, ըսելով. «Վարդապետը եկած է, եւ կը կանչէ քեզ»:
P'he devoe lavaret kement-se, ez eas hag e c'halvas Mari, he c'hoar, e-kuzh, hag e lavaras dezhi: Ar Mestr a zo amañ, hag e c'halv ac'hanout.
29 Երբ ան լսեց՝ շուտով ոտքի ելաւ ու եկաւ անոր քով:
Houmañ, o vezañ klevet anezhi, a savas buan, hag a zeuas d'e gavout.
30 Յիսուս դեռ եկած չէր գիւղը, հապա այն տեղն էր՝ ուր Մարթա դիմաւորեց զինք:
Jezuz ne oa ket c'hoazh aet er bourc'h, bez' e oa el lec'h ma oa deuet Marta a-raok dezhañ.
31 Բայց Հրեաները, որ տան մէջ էին անոր հետ եւ կը սփոփէին զայն, երբ տեսան թէ Մարիամ շուտով կանգնեցաւ ու գնաց, իրենք ալ հետեւեցան անոր՝ ըսելով. «Գերեզմանը կ՚երթայ՝ որպէսզի հոն լայ»:
Yuzevien a oa gant Mari en ti, ouzh he frealziñ; pa weljont e oa savet ken buan, hag e oa aet er-maez, e heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d'ar bez.
32 Իսկ Մարիամ, երբ հասաւ Յիսուսի եղած տեղը ու տեսաւ զինք, անոր ոտքը իյնալով՝ ըսաւ անոր. «Տէ՛ր, եթէ հոս ըլլայիր՝ եղբայրս չէր մեռներ»:
Pa voe deuet Mari el lec'h ma oa Jezuz, ha pa welas anezhañ, en em daolas d'e dreid, hag e lavaras dezhañ: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet.
33 Ուրեմն երբ Յիսուս տեսաւ զայն՝ որ կու լար, եւ անոր հետ եկող Հրեաները՝ որոնք կու լային, սրդողեցաւ իր հոգիին մէջ ու վրդովեցաւ,
Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, ha penaos e ouele ivez ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet;
34 եւ ըսաւ. «Ո՞ւր դրած էք զայն»: Ըսին իրեն. «Տէ՛ր, եկո՛ւր ու տե՛ս»:
neuze e lavaras: Pelec'h hoc'h eus e lakaet? Int a lavaras dezhañ: Aotrou, deus ha gwel.
35 Յիսուս լացաւ:
Jezuz en em lakaas da ouelañ.
36 Ուստի Հրեաները կ՚ըսէին. «Նայեցէ՛ք, ո՜րչափ կը սիրէր զայն»:
War gement-se ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezhañ.
37 Անոնցմէ ոմանք ալ կ՚ըսէին. «Ասիկա՝ որ կոյրին աչքերը բացաւ, չէ՞ր կրնար այնպէս ընել՝ որ ա՛յս ալ չմեռնէր»:
Met hiniennoù anezho a lavaras: Eñ, an hini en deus digoret daoulagad an dall, ha ne c'hellje ket ober ivez na varvje ket hemañ?
38 Ուրեմն Յիսուս՝ դարձեալ սրդողելով ինքնիր մէջ՝ գնաց գերեզման. ան քարայր մըն էր, որուն վրայ քար մը դրուած էր:
Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d'ar bez: ur c'hev e oa, hag ur maen a oa lakaet warnañ.
39 Յիսուս ըսաւ. «Վերցուցէ՛ք այդ քարը»: Մեռելին քոյրը՝ Մարթա՝ ըսաւ անոր. «Տէ՛ր, արդէն նեխած պիտի ըլլայ, որովհետեւ չորս օրուան է»:
Jezuz a lavaras: Lamit ar maen. Marta, c'hoar an hini marv, a lavaras dezhañ: Aotrou, c'hwez fall a zo dija gantañ, rak aze emañ abaoe pevar deiz zo.
40 Յիսուս ըսաւ անոր. «Քեզի չըսի՞ թէ պիտի տեսնես Աստուծոյ փառքը՝ եթէ հաւատաս»:
Jezuz a lavaras dezhi: Ne'm eus ket lavaret dit penaos, mar kredez, e weli gloar Doue?
41 Ուստի վերցուցին քարը: Յիսուս բարձրացուց իր աչքերը եւ ըսաւ. «Հա՛յր, շնորհակալ եմ քեզմէ՝ որ լսեցիր զիս:
Lemel a rejont eta ar maen [eus al lec'h ma oa gourvezet an hini marv]. Ha Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaat a ran eus ma ec'h eus va selaouet.
42 Ու ես գիտէի թէ ամէն ատեն կը լսես զիս. բայց ըսի շուրջս կայնող բազմութեան համար, որպէսզի հաւատան թէ դո՛ւն ղրկեցիր զիս»:
Gouzout a raen e selaouez ac'hanon atav, met e lavaret em eus abalamour d'ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredo ec'h eus va degaset.
43 Ասիկա ըսելէն ետք՝ բարձրաձայն պոռաց. «Ղազարո՛ս, դո՛ւրս եկուր»:
P'en devoe lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez!
44 Մեռելն ալ ելաւ՝ ոտքերն ու ձեռքերը պատանքով կապուած, եւ դէմքը՝ վարշամակով պատուած: Յիսուս ըսաւ անոնց. «Արձակեցէ՛ք զինք, ու թո՛յլ տուէք որ երթայ»:
Hag an hini marv a zeuas er-maez, e zaouarn hag e dreid ereet gant bandennoù, hag e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezhañ, ha lezit eñ da vont.
45 Հրեաներէն շատեր՝ որ եկած էին Մարիամի քով, երբ տեսան Յիսուսի ըրածը՝ հաւատացին իրեն:
Kalz eta a-douez ar Yuzevien a oa deuet da welout Mari, hag o devoa gwelet ar pezh en devoa Jezuz graet, a gredas ennañ.
46 Բայց անոնցմէ ոմանք գացին Փարիսեցիներուն ու պատմեցին անոնց Յիսուսի ըրածը:
Met hiniennoù anezho a yeas da gavout ar farizianed, hag a lavaras dezho ar pezh en devoa Jezuz graet.
47 Ուստի քահանայապետներն ու Փարիսեցիները ժողով գումարեցին՝՝ եւ ըսին. «Ի՞նչ ընենք, քանի որ այս մարդը բազմաթիւ նշաններ կ՚ընէ:
Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin, hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù.
48 Եթէ թոյլ տանք անոր՝ որ այսպէս շարունակէ, բոլորն ալ պիտի հաւատան անոր, ու Հռոմայեցիները պիտի գան եւ կործանեն մեր տեղն ու ազգը»:
Mar en lezomp d'ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio, hag a zistrujo al lec'h-mañ hag hor pobl.
49 Անոնցմէ մէկը՝ Կայիափա անունով, որ այդ տարուան քահանայապետն էր, ըսաւ անոնց.
Met Kaifaz, unan anezho, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra;
50 «Դուք ոչինչ գիտէք, ու չէք ալ մտածեր թէ աւելի օգտակար է մեզի՝ որ մէ՛կ մարդ մեռնի ժողովուրդին համար, եւ ամբողջ ազգը չկորսուի»:
ha ne soñjit ket eo gwelloc'h da un den hepken mervel evit ar bobl, eget na vefe kollet holl dud ar vro?
51 Բայց այս բանը ո՛չ թէ ինքնիրմէ ըսաւ, հապա այդ տարուան քահանայապետը ըլլալով՝ մարգարէացաւ թէ Յիսուս պիտի մեռնէր ազգին համար.
Hogen ne lavare ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar bobl;
52 եւ ո՛չ միայն ազգին համար, այլ նաեւ հաւաքելով միացնելու համար Աստուծոյ ցրուած որդիները:
ha n'eo ket hepken evit ar bobl, met ivez evit dastum en ur c'horf hepken bugale Doue a zo a-stlabez.
53 Ուրեմն այդ օրէն ետք խորհրդակցեցան՝ որ սպաննեն զայն:
Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d'ar marv.
54 Ուստի ա՛լ Յիսուս բացորոշապէս չէր շրջեր Հրեաներուն մէջ, հապա անկէ գնաց անապատին մօտ երկրամաս մը, քաղաք մը՝ որ Եփրայիմ կը կոչուէր, եւ հոն կեցաւ իր աշակերտներուն հետ:
Dre-se Jezuz n'en em ziskoueze ket en un doare frank e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac'hane en ur vro tost d'al lec'h distro, d'ur gêr galvet Efraim; hag e chomas eno gant e ziskibien.
55 Երբ Հրեաներուն Զատիկը մօտեցաւ, այդ երկրամասէն շատեր Երուսաղէմ բարձրացան Զատիկէն առաջ՝ որպէսզի մաքրագործեն իրենք զիրենք:
Pask ar Yuzevien a oa tost, ha kalz a dud eus ar vro a bigne da Jeruzalem a-raok ar Pask, evit en em c'hlanaat.
56 Ուստի կը փնտռէին Յիսուսը, ու տաճարին մէջ կեցած ատեն՝ կ՚ըսէին իրարու. «Ի՞նչ է ձեր կարծիքը. արդեօք բնա՛ւ պիտի չգա՞յ այս տօնին»:
Klask a raent eta Jezuz, hag, oc'h en em zerc'hel en templ, e lavarent an eil d'egile: Petra a soñjit? Ne zeuio ket d'ar gouel?
57 Իսկ քահանայապետներն ու Փարիսեցիները պատուիրեր էին, որ եթէ մէկը գիտնայ անոր ո՛ւր ըլլալը՝ ցոյց տայ, որպէսզի ձերբակալեն զայն:
Met ar veleien vras hag ar farizianed o devoa roet urzh, penaos ma ouije unan bennak pelec'h e oa, ra en diskuilhje, evit ma krogjed ennañ.

< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 11 >