< ܡܪܩܘܣ 2 >

ܘܥܠ ܬܘܒ ܝܫܘܥ ܠܟܦܪܢܚܘܡ ܠܝܘܡܬܐ ܘܟܕ ܫܡܥܘ ܕܒܒܝܬܐ ܗܘ 1
Un devezh bennak goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum, hag e voe klevet e oa en ti.
ܐܬܟܢܫܘ ܤܓܝܐܐ ܐܝܟܢܐ ܕܠܐ ܐܫܟܚ ܐܚܕ ܐܢܘܢ ܐܦܠܐ ܩܕܡ ܬܪܥܐ ܘܡܡܠܠ ܗܘܐ ܥܡܗܘܢ ܡܠܬܐ 2
Ha kerkent kement a dud en em zastumas eno, en hevelep doare ma ne oa ket a lec'h a-walc'h dirak an nor evit o derc'hel; eñ a brezege dezho ger Doue.
ܘܐܬܘ ܠܘܬܗ ܘܐܝܬܝܘ ܠܗ ܡܫܪܝܐ ܟܕ ܫܩܝܠܝܢ ܠܗ ܒܝܬ ܐܪܒܥܐ 3
Neuze e teuas d'e gavout tud o tegas dezhañ un den seizet, douget gant pevar den.
ܘܕܠܐ ܐܫܟܚܘ ܠܡܬܩܪܒܘ ܠܘܬܗ ܡܛܠ ܟܢܫܐ ܤܠܩܘ ܠܗܘܢ ܠܐܓܪܐ ܘܐܪܝܡܘ ܬܛܠܝܠܐ ܕܐܬܪ ܕܐܝܬܘܗܝ ܗܘܐ ܝܫܘܥ ܘܫܒܘܗ ܥܪܤܐ ܕܪܡܐ ܗܘܐ ܒܗ ܡܫܪܝܐ 4
Met evel na c'hellent ket tostaat ouzh an nor abalamour d'an dud niverus, e tistojont an ti ma oa ennañ; hag o vezañ e doullet, e tiskennjont ar gwele war ma oa gourvezet an den seizet warnañ.
ܟܕ ܚܙܐ ܕܝܢ ܝܫܘܥ ܗܝܡܢܘܬܗܘܢ ܐܡܪ ܠܗܘ ܡܫܪܝܐ ܒܪܝ ܫܒܝܩܝܢ ܠܟ ܚܛܗܝܟ 5
Neuze Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Va mab, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
ܐܝܬ ܗܘܘ ܕܝܢ ܬܡܢ ܡܢ ܤܦܪܐ ܘܦܪܝܫܐ ܕܝܬܒܝܢ ܘܡܬܪܥܝܢ ܗܘܘ ܒܠܒܗܘܢ 6
Ur re eus ar skribed a oa azezet eno, a soñje en o c'halonoù:
ܕܡܢܐ ܗܢܐ ܡܡܠܠ ܓܘܕܦܐ ܡܢܘ ܡܫܟܚ ܠܡܫܒܩ ܚܛܗܐ ܐܠܐ ܐܢ ܚܕ ܐܠܗܐ 7
Perak e lavar hemañ gwallgomzoù? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù nemet Doue hepken?
ܝܫܘܥ ܕܝܢ ܝܕܥ ܒܪܘܚܗ ܕܗܠܝܢ ܡܬܪܥܝܢ ܒܢܦܫܗܘܢ ܘܐܡܪ ܠܗܘܢ ܡܢܐ ܡܬܪܥܝܢ ܐܢܬܘܢ ܗܠܝܢ ܒܠܒܟܘܢ 8
Jezuz, o vezañ anavezet raktal dre e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc'h eus ar soñjoù-se en ho kalonoù?
ܐܝܕܐ ܦܫܝܩܐ ܠܡܐܡܪ ܠܡܫܪܝܐ ܕܫܒܝܩܝܢ ܠܟ ܚܛܗܝܟ ܐܘ ܠܡܐܡܪ ܕܩܘܡ ܫܩܘܠ ܥܪܤܟ ܘܗܠܟ 9
Petra eo an aesoc'h, lavarout d'an den seizet- mañ: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav, kemer da wele, ha bale?
ܕܬܕܥܘܢ ܕܝܢ ܕܫܠܝܛ ܗܘ ܒܪܗ ܕܐܢܫܐ ܒܐܪܥܐ ܠܡܫܒܩ ܚܛܗܐ ܐܡܪ ܠܡܫܪܝܐ 10
Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-:
ܠܟ ܐܡܪ ܐܢܐ ܩܘܡ ܫܩܘܠ ܥܪܤܟ ܘܙܠ ܠܒܝܬܟ 11
Me a lavar dit, sav, kemer da wele, ha kae da'z ti.
ܘܩܡ ܒܪ ܫܥܬܗ ܘܫܩܠ ܥܪܤܗ ܘܢܦܩ ܠܥܝܢ ܟܠܗܘܢ ܐܝܟܢܐ ܕܢܬܕܡܪܘܢ ܟܠܗܘܢ ܘܢܫܒܚܘܢ ܠܐܠܗܐ ܟܕ ܐܡܪܝܢ ܕܠܐ ܡܡܬܘܡ ܚܙܝܢ ܗܟܢܐ 12
Ha kerkent e savas, hag o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez, dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet, ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n'hon eus gwelet kemend-all.
ܘܢܦܩ ܬܘܒ ܠܘܬ ܝܡܐ ܘܟܠܗ ܟܢܫܐ ܐܬܝܢ ܗܘܘ ܠܘܬܗ ܘܡܠܦ ܗܘܐ ܠܗܘܢ 13
Neuze Jezuz a zistroas war-zu ar mor; an holl bobl a zeue d'e gavout, hag eñ o c'helenne.
ܘܟܕ ܥܒܪ ܚܙܐ ܠܠܘܝ ܒܪ ܚܠܦܝ ܕܝܬܒ ܒܝܬ ܡܟܤܐ ܘܐܡܪ ܠܗ ܬܐ ܒܬܪܝ ܘܩܡ ܐܙܠ ܒܬܪܗ 14
En ur dremen, e welas Levi, mab Alfe, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
ܘܗܘܐ ܕܟܕ ܤܡܝܟ ܒܒܝܬܗ ܤܓܝܐܐ ܡܟܤܐ ܘܚܛܝܐ ܤܡܝܟܝܢ ܗܘܘ ܥܡ ܝܫܘܥ ܘܥܡ ܬܠܡܝܕܘܗܝ ܐܝܬܝܗܘܢ ܗܘܘ ܓܝܪ ܤܓܝܐܐ ܘܐܬܘ ܒܬܪܗ 15
Jezuz o vezañ ouzh taol e ti an den-mañ, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien; rak kalz anezho o devoa heuliet anezhañ.
ܘܤܦܪܐ ܘܦܪܝܫܐ ܟܕ ܚܙܐܘܗܝ ܕܠܥܤ ܥܡ ܡܟܤܐ ܘܥܡ ܚܛܝܐ ܐܡܪܘ ܠܬܠܡܝܕܘܗܝ ܡܢܘ ܥܡ ܡܟܤܐ ܘܚܛܝܐ ܐܟܠ ܘܫܬܐ 16
Ar skribed hag ar farizianed, o welout penaos e tebre gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr hag ec'h ev-eñ gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
ܟܕ ܫܡܥ ܕܝܢ ܝܫܘܥ ܐܡܪ ܠܗܘܢ ܠܐ ܤܢܝܩܝܢ ܚܠܝܡܐ ܥܠ ܐܤܝܐ ܐܠܐ ܐܝܠܝܢ ܕܒܝܫ ܒܝܫ ܥܒܝܕܝܢ ܠܐ ܐܬܝܬ ܕܐܩܪܐ ܠܙܕܝܩܐ ܐܠܐ ܠܚܛܝܐ 17
Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv; n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.
ܬܠܡܝܕܘܗܝ ܕܝܢ ܕܝܘܚܢܢ ܘܦܪܝܫܐ ܨܝܡܝܢ ܗܘܘ ܘܐܬܘ ܘܐܡܪܝܢ ܠܗ ܠܡܢܐ ܬܠܡܝܕܘܗܝ ܕܝܘܚܢܢ ܘܕܦܪܝܫܐ ܨܝܡܝܢ ܘܬܠܡܝܕܝܟ ܕܝܠܟ ܠܐ ܨܝܡܝܢ 18
Diskibien Yann ha re ar farizianed a yune alies, hag e teujont hag e lavarjont dezhañ: A-belec'h e teu, ma yun diskibien Yann ha re ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
ܐܡܪ ܠܗܘܢ ܝܫܘܥ ܠܡܐ ܡܫܟܚܝܢ ܒܢܘܗܝ ܕܓܢܘܢܐ ܟܡܐ ܕܚܬܢܐ ܥܡܗܘܢ ܗܘ ܕܢܨܘܡܘܢ ܠܐ 19
Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont yunañ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? E-pad an holl amzer ma emañ ar pried ganto, ne c'hellont ket yunañ.
ܢܐܬܘܢ ܕܝܢ ܝܘܡܬܐ ܕܡܐ ܕܐܫܬܩܠ ܡܢܗܘܢ ܚܬܢܐ ܗܝܕܝܢ ܢܨܘܡܘܢ ܒܗܘ ܝܘܡܐ 20
Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint, en deizioù-se.
ܠܐ ܐܢܫ ܪܡܐ ܐܘܪܩܥܬܐ ܚܕܬܐ ܘܚܐܛ ܥܠ ܡܐܢܐ ܒܠܝܐ ܕܠܐ ܢܤܒܐ ܡܠܝܘܬܗ ܗܝ ܚܕܬܐ ܡܢ ܒܠܝܐ ܘܗܘܐ ܤܕܩܐ ܝܬܝܪܐ 21
Den ne wri un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, pe an tamm nevez a ziframmfe an hini kozh, hag ar rog a vefe brasoc'h.
ܘܠܐ ܐܢܫ ܪܡܐ ܚܡܪܐ ܚܕܬܐ ܒܙܩܐ ܒܠܝܬܐ ܕܠܐ ܚܡܪܐ ܡܨܪܐ ܠܙܩܐ ܘܙܩܐ ܐܒܕܢ ܘܚܡܪܐ ܡܬܐܫܕ ܐܠܐ ܪܡܝܢ ܚܡܪܐ ܚܕܬܐ ܒܙܩܐ ܚܕܬܬܐ 22
Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-lêr kozh; rak ar gwin [nevez] a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-lêr a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez.
ܘܗܘܐ ܕܟܕ ܐܙܠ ܝܫܘܥ ܒܫܒܬܐ ܒܝܬ ܙܪܥܐ ܬܠܡܝܕܘܗܝ ܡܗܠܟܝܢ ܗܘܘ ܘܡܠܓܝܢ ܫܒܠܐ 23
C'hoarvezout a reas, evel ma tremene Jezuz dre barkeier ed un deiz sabad, penaos e ziskibien, en ur vale, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù.
ܘܐܡܪܝܢ ܠܗ ܦܪܝܫܐ ܚܙܝ ܡܢܐ ܥܒܕܝܢ ܒܫܒܬܐ ܡܕܡ ܕܠܐ ܫܠܝܛ 24
Ar farizianed a lavaras dezhañ: Sell, perak e reont ar pezh n'eo ket aotreet ober deizioù ar sabad?
ܐܡܪ ܠܗܘܢ ܝܫܘܥ ܠܐ ܡܡܬܘܡ ܩܪܝܬܘܢ ܡܢܐ ܥܒܕ ܕܘܝܕ ܟܕ ܐܤܬܢܩ ܘܟܦܢ ܗܘ ܘܕܥܡܗ 25
Eñ a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket biskoazh lennet ar pezh a reas David, p'en devoa ezhomm, ha p'en devoa naon, eñ hag ar re a oa gantañ?
ܐܝܟܢܐ ܥܠ ܠܒܝܬܗ ܕܐܠܗܐ ܟܕ ܐܒܝܬܪ ܪܒ ܟܗܢܐ ܘܠܚܡܐ ܕܦܬܘܪܗ ܕܡܪܝܐ ܐܟܠ ܗܘ ܕܠܐ ܫܠܝܛ ܠܡܐܟܠ ܐܠܐ ܐܢ ܠܟܗܢܐ ܘܝܗܒ ܐܦ ܠܐܝܠܝܢ ܕܥܡܗ ܗܘܘ 26
Penaos ez eas e ti Doue, e amzer Abiazar, beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, evit ne oa nemet ar veleien a dlee o debriñ, hag e roas lod ivez d'ar re a oa gantañ?
ܘܐܡܪ ܠܗܘܢ ܕܫܒܬܐ ܡܛܠ ܒܪܢܫܐ ܐܬܒܪܝܬ ܘܠܐ ܗܘܐ ܒܪܢܫܐ ܡܛܠ ܫܒܬܐ 27
Neuze e lavaras dezho: Ar sabad a zo bet graet evit an den, neket an den evit ar sabad.
ܡܪܗ ܗܘ ܗܟܝܠ ܘܐܦ ܕܫܒܬܐ ܒܪܗ ܕܐܢܫܐ 28
Dre-se Mab an den a zo mestr memes war ar sabad.

< ܡܪܩܘܣ 2 >